Medousa

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Penn Medousa, gant Peter Paul Rubens.

Medousa(Μέδουσα /Médousa e gregach, diwar μέδω médô, « reiñ urzhioù, ren »), anvet ivez Gorgo, a oa unan eus ar Gorgoned e gwengelouriezh Hellaz, an hini nemeti a c'halled lazhañ. Un euzhvil ktonek e oa, merc'h da Forkos ha Keto[1]. Ar skrivagner Hyginus, (Fabulae, 151) a laka ur remzi ouzhpenn hag a ro da Vedousa tud ktonek all[2]. Sellet war-eeun ouzh he daoulagad a dro ar sellerien e maen. Dibennet e oa erziwezh gant Perseüs, a implijas e benn evel arm da c'houde[3] a-raok er reiñ d'an doueez Athena a lakaas anezhañ war he skoed. En Henamzer glasel e veze implijet skeudenn penn Medousa e skeudennoù da argas an dichañs anvet Gorgoneion.

  1. Hervez Hesiodos en Theogonia, p 270, hag hervez ar Pseudo-Apollodoros, Bibliotheke, 1.10.
  2. Hervezañ e vefe merc'h d'ar ramz Tyfon ha da Ec'hidna pe da C'horgon ha Neptunus ... "
  3. Bullfinch, Thomas. Bulfinch Mythology - Age of Fable - Stories of Gods & Heroes. Kavet : 2007-09-07. “...Hag en ur dreiñ e benn e savas penn Medousa gant e zorn. Atlas, hag holl e dud, a oa troet e maen.”

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy